Ar Pevare Republik c'hall eo an anv roet da renad politikel Bro-C'hall eus miz Here 1946 da viz Here 1958.
E penn ar gouarnamant emañ Penn Kuzul ar Vinistred (Bro-C'hall).
Gant ar Pevare Republik ez eus bet kemeret divizoù a-bouez en istor :
- Roet he deus ar Gwir da vouezhiañ d'ar merc'hed (adalek ar penn kentañ) ;
- Sinet he deus Emglev Roma, kentañ diazez Unvaniezh Europa ;
- Lakaet he deus un termen (dre ret) d'an trevadennerezh gall en Indez-Sina ;
- Savet he deus un nerzh tagañ nukleel gall dizalc'h diouzh an OTAN.